Brezel etre Bro-Japan ha Rusia | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Adal an nec'h : ar Morreder rusian Pallada e Porzh Arzhur, troadegiezh Bro-Japan o treuziñ ar stêr Yalu Marc'hegiezh Rusia e Moukden, Morreder rusian Varyag ha kanolierez Korietz e Bae Chemulpo | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Impalaeriezh Japan | Impalaeriezh Rusia | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Impalaer Meiji Katsura Taro Ōyama Iwao Kodama Gentarō Nogi Maresuke Kuroki Tamemoto Oku Yasukata Itō Sukeyuki Tōgō Heihachirō | Nikolaz II Aleksey Kuropatkin Anatoly Stessel Oskar Gripenberg Yevgeni Alekseyev Stepan Makarov † Wilgelm Vitgeft † Robert Viren Zinovy Rozhestvensky | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Etre 300 000 ha 500 000 soudard | Etre 500 000 hag 1 milion soudard | ||||||
Kolloù | |||||||
47 152–47 400 lazhet 11 424–11 500 marvet eus o gloazioù 21 802–27 200 marvet diwar gleñvedoù | 34 000–52 623 lazhet pe marvet eus o gloazioù, 9 300–18 830 marvet diwar gleñvedoù, 146 032 den gloazet, 74 369 den prizoniet |
Ar Brezel etre Japan ha Rusia (8 a viz C'hwevrer 1904 – 5 a viz Gwengolo 1905) a oa bet ur brezel etre Impalaeriezh Rusia hag Impalaeriezh Japan. Diaz ar brezel a oa an enebiezh impalaeriel evit perc'henniñ tiriadoù Manchouria ha Korea. Darn eus an emgannoù a oa bet dalc'het e ledenez Liaodong ha Mukden e su Manchouria hag er morioù tro-dro Korea, Japan hag ar Mor Melen.
Rusia a voe trec'het meur a wech gant Japan met an Tzar Nikolaz II a oa kendrec'het e oa Rusia o vezañ trec'h. Gant ar soñj-se e kasas nerzhioù ouzhpenn er stourm. Goustadik e komprenas ne oa ket tu da c'hounez. E seizh gwellañ a reas neuze evit chom hep sinañ un arsav-brezel mezhus. Ar brezel a baouezas goude feur-emglev Portsmouth, dindan evezh ar prezidant eus Stadoù-Unanet Theodore Roosevelt. Trec'h peurglok Impalaeriezh Japan a vamas an dud er bed holl. Kemmañ a reas kempouez an nerzhioù en Azia. Impalaeriezh Japan a oa deuet da vezañ ur galloud bedel.